Pep den en deus gwir da gaout ur vroadelezh.
Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da vezañ klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc'h ha neptu, dezhi da dermenañ e wirioù ha dleadoù hag an tamalloù graet dezhañ.
Youl ar bobl eo diazez aotrouniezh ar galloud publik; disklêriet e vo ar youl-se e dilennadegoù onest ha mareadek gant mouezhierezh an holl, dre baperennoù kuzh pe dre zoareoù mouezhiañ kevatal o tiogeliñ frankiz ar vouezhiadeg.
Pep hini, par d'ar re al, en deus gwir da gaout kargoù publik en e vro.
Gwir o deus ar wazed hag ar merc'hed adalek an oad da zimeziñ, ne vern o gouenn, o broadelezh, pe o relijion, da zimeziñ ha da sevel tiegezh. Gwirioù par zo dezho e-keñver an dimeziñ, e-pad ar briedelezh hag e-keñver an dibriediñ.